CHAB. V.
1SETU aman al levr euz a lignez Adam. En dervez ma crouaz Doue an den, Doue a reaz anezhan henvel outhan he-unan.
2Croui a reaz anezhe goaz ha maouez, hag e vennigaz anezhe hag e roaz d’ezhe an hano a Adam (da lavaret eo Den), en dervez ma oent crouet.
3Hogen, Adam a vevaz cant ha tregont vloaz, hag hen devoe eur mab diouz he skeuden ha diouz he henveledigez, hag e roaz d’he vab an hano a Seth.
4Goude beza bet he vab Seth, Adam a vevaz eiz cant vloaz; hag e c’hanaz d’ezhan bugale all mipieu ha merc’hed.
5An holl amzer ma vevaz Adam a oe eta nao c’hant tregont vloaz; ha neuze e varvaz.
6Seth d’an oad a bemp bloaz ha cant, hen doe eur mab, Enosh.
7Ha Seth, goude m’hen doe bet Enosh, a vevaz eiz cant ha seiz vloaz; hag e c’hanaz d’ezhan mipien ha merched-all.
8Seth a vevas eta epad nao c’hant daouzec-vloaz; neuze e varvaz.
9Hag Enosh d’au oad a zeg vloaz ha pevar-ugent, hen doe eur mab hanvet Kenan.
10Hag Enosh, goude beza bet he vab Kenan, a vevaz eiz cant pempzec vloaz; hag hen doe mipien ha merc’hed-all.
11Enosh a vevas eta epad nao c’hant ha pemp bloaz; ha goude e varvaz.
12Ha Kenan d’an oad a zeg vloaz ha tri-ugent, hen doe eur mab hanvet Vahalaleel.
13Ha Kenan, goude m’hen doe bet he vab Mahalaleel, a vevaz eiz cant daou ugent vloaz: hag hen doe mipien ha merc’hed-all.
14Kenan a vevaz eta epad nao c’hant deg vloaz; ha neuze e varvaz.
15Ha Mahalaleel d’an oad a bemp bloaz ha tri-ugent, hen doe eur mab hanvet Jered.
16Ha Mahalaleel, goude m’hen doe bet he vab Jered, a vevaz eiz cant tregont vloaz; hag hen doe mipien ha merc’hed-all.
17Mahalaleel a vevaz eta epad eiz cant pem-zec vloaz ha pevar-ugent; ha neuze e var-vaz.
18Ha Jered, d’an oad a zaou vloaz ha tri-ugent hen doe eur mab hanvet Henoc.
19Ha Jered, goude m’hen doe bet he vab Henoc, a vevaz eiz cant vloaz; hag hen doe mipien ha merc’hed-all.
20Jered a vevaz eta epad nao c’hant daou vloaz ha tri-ugent; ha neuze e varvaz.
21Henoc, d’an oad a bemp bloaz ha tri-ugent, nen doe eur mab hanvet Vethushelah.
22Hag Henoc a gerzaz gant Doue epad tri c’hant vloaz goude m’hen doe bet he vab Methushelah; hag hen doe mipien hamerc’hed-all.
23Henoc a vevaz eta epad tri c’hant pemp bloaz ha tri-ugent.
24Henoc a gerzaz eta gant Doue, ha ne oe mui gwelet gant den e-bed rag Doue a gassaz ane-zhan ganthan.
25Ha Methushelah a vevaz cant seiz vloaz ha pevar-ugent, hag a oe tad da Lemec.
26Ha Methushelah, goude m’hen doe bet he vab Lemec, a vevaz seiz cant daou vloaz ha pevar-ugent; hag hen doe mipien ha merc’hed-all.
27Methushelah a vevaz eta epad nao c’hant nao bloaz ha tri-ugent; ha neuze e varvaz.
28Ha Lemec d’an oad a gant daou vloaz ha pevar-ugent, hen doe eur mab.
29Rei a reaz d’ezhan an hano a Noe (repos), en eur lavaret: He-man hon c’honsolo euz hon labour hag euz ar boan taolet var hon divreac’h gant an douar a zo varnezhan malloz an Aotrou.
30Ha Lemec, goude m’hen doe bet Noe, he vab, a vevaz pemp cant pemzec vloaz ha pevar-ugent; hag hen doe mipien ha merc’hed-all.
31Lemec a vevaz eta epad seiz cant seitec vloaz ha tri-ugent; ha neuze e varvaz.
32Ha Noe d’an oad a bemp cant vloaz hen doe tri mab: Sem, Cham, ha Japhet.