CV PSALM.
1Meulit ann Aotrou, ha galvit he hano; emhannit he oberiou e touez ar broadou.
2Kanit d’ezhan, kanit meuleudiou d’ez-han; lavarit huel he holl vurzudou.
3En em veūlit enn he hano santel; r’en em laouenaio kaloun ar re a glask ann Aotrou.
4Klaskit ann Ao-trou, hag he c’halloud; klaskit beza dira-z-han bepred.
5Ho bezet koun euz ann traou estlammuz en deuz great, euz he vurzudou hag euz a vamedigezou he c’he-nou.
6C’houi gwenn Abraham he zervicher: c’houi bugalé Iakob he ré zibabet.
7Hen eo ann Aotrou hon Doué; he vamiou a ia dre ann douar holl.
8Koun en deuz bet a viskoaz euz he allians: hag euz ar gér en deuz rôet da vil rumm.
9Euz ar pez en deuz lavaret da Abraham; euz ar pez en deuz touet da Izaak.
10Hag he lakeat en deuz ivé da Iakob evid eul lezen, ha da Israel evid eunn allians peur-baduz.
11O lavarout: Rei a rinn d’id douar Kanaan, evit korden da heritach.
12Pa oa c’hoaz bihan ho niver, pa oa nebeut anezho hag hi diavesidi.
13Pa dremenent euz a eur vroad enn eur vroad all, hag euz a eur rouantelez enn eur bobl all.
14Na lezazden-ebed da ober drouk d’ezho; hag hen a gastizaz roueed enn ahed d’ez-ho.
15O lavarout: na lakit ket ho tourn war va eoliet; ha na rit ket a zrouk d’am profeded.
16Heg hen a c’hal-vaz ann naounegez war ann douar; hag a dorraz nerz ar bara.
17Kas a reaz enn ho raok eunn den: Iozef a oe gwerzet evit beza sklav.
18He enkrezi a re-jont o lakaat chaden-nou oud he dreid; ann houarn a dreuzaz he ené.
19Ken na oe deut gwir he c’her: ger ann Aotrou a entanaz anezhan.
20Ar roué a gasaz tud hag a ziereaz anezhan: prins ar bob-lou a dennaz anezhan er meaz.
21He lakaad a reaz da vestr war he di: ha da brin̄s war he holl dra.
22Evit ma vije le-keat he brinsed da blega d’ezhan, ha ma vije diskouezet ar fur-nez d’he dud koz.
23Israel eta a ieaz enn Ejipt; ha Iakob a choumaz e douar Kam.
24Ann Aotrou a greskaz kalz he bobl, hag he lekeaz da veza galloudekoc’h eged he enebourien.
25Trei a reaz d’ar ré ma ho c’haloun da gasaad he hohl; ha da ober pep gaou oud he zervicherīen.
26Neuze e kasaz Moizez he zervicher, hag Aaron en doa dibabet he-unan.
27Rei a reaz d’ez-ho galloud evid ober arouesiou, hag he vur-zudou e douar Kam.
28Kas a reaz ann devalien, hag e teuaz ann amchoulou; hag Israel n’eo ket bet savet a enep he c’her.
29Trei a reaz ho doureier e goad: hag e lazaz hô fesked.
30Euz ho douar a chanaz raned foun-nuz, beteg e kamprou ar roueed ho-unan.
31Hen a gomzaz, hag e teuaz kalz ke-lien, ha laou enn hô holl brô.
32Trei a reaz ho glaô e kazarc’h, hag enn eunn tân a zevaz ho douar.
33Skei a reaz war ho gwiniennou hag war ho gwez-fiez; hag e torraz holl gwez ho brô.
34Hen a gomzaz hag e teuaz kilien raden ha prenved: hag hi diniver.
35Hag hi a zehraz holl c’heot ho douar, hag a lounkaz holl frouez ho hro.
36Hag hen a skoaz gand ar re genta ga-net holl enn ho bro; ha gant kenta firouez ho holl nerz.
37Hag hen a dennaz ann Israelited ermeaz gand ho arc’hant hag ho aour; ha na voa den klanv e-bed enn ho rummou.
38Ann Ejipt en em laoueneaz p’az ejont I kuit; rag ar spount (ra-z-ho) a oa kroget enn ho.
39Eur goabren a astennaz evid ho go-lei; hag eunn tân evid ho goulaoui epad ann noz.
40Goulenn a rejont, hag e teuaz koaled; hag hen̄ a roaz d’ezho ho gwalc’h euz a vara ann en̄v.
41Faouta a reaz ar mean, hag e redaz doureier; steriou a skulaz war eul leac’h seac’h.
42Rak koun en doe euz he c’her santel, en doa roet da Abraham he zervicher.
43Hag hen a gasaz he bobl er meaz gant levenez, hag he ré zi-babet gann eunn trid joauz.
44Hag e roaz d’ezho broiou ar broadou; ha labouriou ar boblou a voa d’ezho.
45Evit ma virchen̄t he c’hourc’hemennou, ha ma klaskchent he lezent. Meulit ann Aotrou.