CIX PSALM.
1Na dav ket O Doué va meuleudi.
2Rak genou ar pec’her ha genou ann toueller a zo digor em enep: komzet ho deuz em enep gant eunn teod gaou.
3Deut int enn dro d’in gant geriou kasauz; ha stourmet ho deuz ouz-in heb abek.
4E-leac’h va c’haret, e trouk komzent ac’hanoun, hogen me evel atao a bedé.
5Hag hi a rea d’in droug evit mad; ha kas evit va c’harantez.
6Ro d’ar pecher ar galloud war-n’ezhan; ha ra zavo ann diaoul enn he zourn deou.
7Pa vezo bamet, ra vezo condaonet, ha ra vezo he beden da be-c’hod d’ezhan.
8Ra vezo berréet he zeisiou; ha ra vezo roet he garg da euun all.
9Ra zeui he vugalé da emzivaded; hag he c’hreg da intanvez.
10Ra vezo he bu-galé atao o valé, ha ra glaskint hô boed; ra vezint kaset kuit euz ho ziez diskaret.
11Ra vezo klasket he vadou gant ann uzurer; ra vezo skra-pet he labour gand ann diavesidi.
12Na vezet skoazel e-bed d’ezhan: ha n’en devezet den tru-ez oud he emzivaded.
13Ra vezo distrujet he wenn; ra vezo la-met he hano a benn eur rumm hep-ken.
14Ra zistroi é en-vor ann Aotrou fallagriez he dadou; ha na vezet ket lamet pec’h-ed he vamm.
15Ra vezint bepred dirag ann Aotrou; ha ra vezo kollet ann envor anezho diwar ann douar.
16O veza n’en deuz ket bet a goun da veza trugarezuz, ha ma en deuz heskinet ann den paour ha tavantek, hag ann hi-ni a oa glac’haret he galoun evit he laza.
17Evel ma en deuz karet ar malloz, ra zeuio d’ezhan: hag e-vel ma ne ket fellet d’ezhan ar bennoz ra vezi pelleet diout-han.
18Ha pa en deuz gwisket ar valloz e-c’hiz eur zae, hi a zo eat evel dour enn diabarz anezhan, hag e-vel eol enn he eskern.
19Ra vezo d’ezhan evel ar zae a c’holo anezhan; hag evel ar gouriz a zo bepred enn dro d’ezhan.
20Setu eno euz ann Aotrou petra vezo labour ar ré a damall ac’hanoun, hag a wall gomz diwar-benn va ené.
21O Aotrou Douè hez gan-en evit gloar da hano: rak mad eo da drugarez, tenn ac’hanoun a boan.
22O veza ma-z-ounn tavantek ha paour; ha va c’haloun a zo e nec’h em c’hreiz.
23Diaézet ounn e-vel eur skeûd a ia kuit; hag éz ann tu-man ha tu hont evel ar c’hileien-raden.
24Va daoulin a zo dinerz dré ar iûn; ha va c’hik a zo koazet dre ann dienez.
25Ha me a zo deut da zismegans d’ezho; va gwelet ho deuz, hag ho deuz hejet ho fenn.
26Skoazel ac’hanoun Aotrou va Doué; dieub ac’hanoun her-vez da drugarez.
27Ha ra wezint pe-naoz ema da zourn aman; hag eo te Aotrou, a ra kement-se.
28Gant ho e vezinn milliget, ha gan-es te, benniget: ar ré a zavo em-enep ra vezint go-loet a vez; ha da zer-vicher a vezo laoue-néet.
29Ra vezo goloet a véz ar ré a lavar droug ac’hanoun; ha ra vezint gwisket a ve-zegez evel euz a eur zae daou-bleget.
30Me a embanno kaer gloar ann Ao-trou gant va genou; hag e veulinn anez-han etouez kalz a dud.
31Abalamour hen a zavo a zeou d’ar pa-our, evit savetei a-nezhan euz a zaouarn ar ré a heskin he ené.