Psalmou 108
CVIII PSALM.
1Digor eo va c’haloun o Doué: me a gano hag a veulo a-chanod e-kreiz va gloar.
2Sao va liren ha kan va zelen: me a zavo diouc’h ar min-tin mad.
3Me a veulo ac’ha-nod Aotrou, etouez ar boblou; ha kana a rinn da c’hloar etouez ar broadou.
4O veza ma eo savet da drugarez beteg ann en̄vou, ha da wi-rionez beteg ar c’hoabr.
5En em c’horré o Doue, dreist ann en-vou; ha bezet da c’hloar war ann douar holl.
6Evit ma vezo dieu-bet ar ré a garez: Dieub ac’hanoun gand da zourn déou, ha selaou ouz-in.
7Doué en deuz kom-zet enn he leac’h san-tel; trida a rinn; hag e ranninn Sichem, hag e ventinn traonien Succoth.
8Galaad a zo d’in, ha Manasez a zo d’in; hag Efraim eo ners va fenn; Iuda a zo va roué.
9Moab a zo va lestr evit en em walc’hi; war Edom ec’h astenninn va zreid: me a vezo trec’h da Philistia!
10Piou a gasô ac’hanoun er gear gré? Pion a gaso ac’hanoun heteg enn Idumea?
11Ha na vezo ket te, o Doué, te ec’h euz hon distolet; ha na gerzi mui gand hon armeou?
12Ro d’eomp skoazel enn hon en̄krez; rak didalvez eo skoazel ann dén.
13Gand Doué e ra-imp traou nerzuz, hag hen a flastro hon ene-bourien.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.