Psalmou 120
CXX PSALM.
1Etrezeg ann Aotrou em euz kriet pa oan enkrezet; hag hen en deuz selaouet ouz-in.
2Aotrou, pella va ené diouc’h ar mu-zellou gaou, ha diouc’h ann teod touelluz.
3Petra a vezo roet d’id, he petra a vezo i digaset d’id evid da deod touelluz?
4Birou lemm ar galloudek, gant glaou koat kalet.
5Siouaz d’in, peger amzer oun dalc’het e Mesec, dalc’het da choum e teltou Kedar?
6Pell amzer eo bet va ené gant ann hini a gasea ar peoch.
7Ar peocn a garenn: hapa gomzenn out-ho, e savent heb abek ouz-in.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.