Psalmou 126
CXXVI PSALM.
1Pa en deuz ann Aotrou distroet ar ré euz a Zion a voa e sklaverez; omp bet evel tud a huvrée.
2Neuze eo bet leun hor genou a levenez, hag hon teod a drid: neuze e voa lavaret e-touez ar broadou: traou braz en deuz great ann Aotrou enn ho c’henver.
3Traou braz en deuz great ann Aotrou evit hor mad; ha ni a zo en em laoueneet.
4Laka da zistrei Aotrou, hor sklaved, evel eur froud erc’h-resteiz.
5Ar ré a had enn daerou, a vedo enn triderez.
6En em vont e kerz o wela, hag e taol he had, en em zont a-vad e tistro trid, o tougen he mandosennou.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.