Psalmou 127
CXXVII PSALM.
1Ma na zav ann Aotrou ann ti, enn aner eo labour ar ré a zav anezhan: ma na ziwall ann Aotrou ar gear, enn-aner eo é choum dihun ann hini a ziwall anezhi.
2Enn aner eo e savit abarz goulou deiz, e kouskit dive-zad, hag e tébrit bara ar c’hlac’har: evit gwir ann Aotrou eo a ro ar chousk d’ar ré a gâr.
3Setu, ar vugalé a zo tra ann Aotrou: ha frouez ar kov a zo he c’hobr.
4Evel saesiou é doum eunn den galloudek; evelsé ema bugalé eunn tad enn he iaou-anktis.
5Euruz eo ann den en deuz he drons leun anezho; na vezo ket goloet a vez, pa gom-zo oud he enebourien e-tal ar porz.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.