Psalmou 141
CXLI PSALM.
1Aotrou, krial a rann etrezeg enn-od: hast da zond d’am c’haout; laka evez out va mouez pa c’hriinn etrezeg enn-od.
2Ra zavo va feden evel ezans etrezeg en-nod; hag ar sav euz va daouarn evel sak-rifiz ar pardaez.
3Taol evez Aotrou ouc’h dor va muzellou; ha gra ma vezo prennet kloz.
4Distro va chaloun dioc’h drouk oberiou, evit na rinn ket traou fall evel a ra ar ré fallagr; ha na lez ket ac’hanoun da zibri euz ho zraou mata.
5Ra vezinn skoet gant ann den dihech, d’in e vezo eunn dra vad: ra vezinn difaziet gant-han d’in e vezo evel eul louzou euz ar ré wella; va fenn ne vezo ket gouliet; pedi zo ken a rinn evit ho e mare ho enkresiou.
6Pa vezo taolet ho barnerien ha brevet oud ar mean; hi a ze-laouo va geriou; o veza ma-z-int dudiuz.
7Hon eskern a zo tamm ama, tamm a-hont e-c’harz ar bez digor, evel skolpad trouchet ha faoutet.
8Hogen Aotrou Doué, savet em euz va daoulagad etrezeg euu-od: va fisians em euz lekeat enn-od; na lez ket va ené e die-nez.
9Diwall ac’hanoun diouc’h ar spi hô deuz aozet d’in; ha diouc’h dismegansou ar ré a ra fallagriez.
10Ar hec’herien a gouezô enn ho rouejou ho unan; ha me a choumo va-unan ken n’az inn ebiou.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.