Psalmou 142
CXLII PSALM.
1Gand va mouez em euz kriet oud anu Aotrou; gant va mouez em euz pedet ann Aotrou.
2Skin̄et em euz va feden dira-z-han; hag em euz diskouezet va enkrez d’ezhan.
3Pa voa va spered o vont da zistaga di-ouz-in, neuze te az peuz anavezet va hentchou. Enn hent-ze e pehini e valeen, hi ho deuz kuzet eur spi d’in.
4Me a zelle a zeou, hag a lekea evez; ha na oa hini a gement am anaveze: ne ga-venn tu da dec’het; ha den na glaské sa-vetei va ené.
5Kriet em euz etre-zeg enn-od, Aotrou, hag em euz lavaret, enn-oud a zo va fisi-ans, te eo va lod e douar ar ré veo.
6Taol evez out va fedenn; rak gwall i-zel ounn lakeat; di-wall ac’hanoun di-ouc’h ar ré a heskin ac’hanoun; rak deuet int da veza treac’h d’in.
7Tenn va ene euz al leac’h ma-z-ounn dalc’het, evit ma veu-linn kaer da hano: ar ré leal a vezo enn dro d’in, o c’hortoz ar vad a ri em c’henver.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.