Psalmou 16
XVI PSALM.
1Mir ac’hanoun o Douè: o veza ma em euz lekeat va fisians enn-od.
2O va ene lavaret az penz d’ann Aotrou: va Aotrou oud, ar vad am euz great n’es peuz dienez ebed anezhan.
3Hogen, e kenver ar zent a zo war ann douar, hag ar ré zibabet, a peré ema va holl plijadur.
4Enkreziou agresko d’ar ré en em hast war lerc’h eunn Doué all: na ginniginn ket ho sacrifisou a c’hoad: ha na gemerinn ket ho hanvou war va muzellou.
5Ann Aotrou eo al lôd euz va heritach, hag euz va c’hop: te eo a zalc’h va lôd.
6Al linennou a zo kouezet d’in e lec’hiou mad meurbed; rak va heritach a zo euz ar ré wella.
7Benniga a rinn ann Aotrou, o veza m’en deuz roet ar skiant d’in; hag ouc’h-penn a-zoug ann noz va digroazel hô deuz va c’helen-net.
8Lakeet em euz bepred ann Aotrou dira-z-ounn; o veza ema enn tu deou d’in, e vezinn diloch.
9Dre-ze eo laoue-neet va c’haloun, ha va zeod en deuz tri-det; hag ouc’h-penn va c’hik a ziskuizo o c’hortoz.
10O veza na zilezi ket va ené enn ifern, ha na c’houzanvi ket é welfé da zant ar vreinadurez.
11Diskoueza a ri d’in hent ar vuez; ha va c’harga a ri a levenez gand ar gwel ac’hanod; eunn dudi hraz a zo da vikenn oud da zourn deou.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.