XXXIII PSALM.
1Tridit enn Aotrou, c’houi tud just: ar veuleudi a zeré d’ann dud just.
2Meulit ann Aotrou gand ann telen; ka-nit he c’hloar gand al liren dek-korden.
3Kanit d’ezhan eur ganaouen nevez; ka-nit a zoaré d’ezhan, ha kanit kré.
4Rag eeun eo ger ann Aotrou; hag he holl oberiou a zo feal.
5Hen a gâr ann drugarez hag ar vam; ann douar a zo leun euz a drugarez ann Aotrou.
6Gant ger ann Aotrou eo bet starteet ann envou; ha gant c’houez he c’henou eo bet great ho nerz.
7Hen eo a zastum doureier ar mor evel enn eur bern; hag a zalc’h ar poull doun enn he denzoriou.
8Ra zoujo ann Aotrou ann douar holl; ra vezo strafilet dira-z-han ar re holl a choum er bed.
9Rak hên en deuz komzet, ha pep tra a zo bet great; hen en deuz gourc’hemennet, ha pep tra a zo bet krouet.
10Ann Aotrou a ziscar kuzuliou ar broadou; kas a ra da netra sonjesonnou ar boblou.
11Hogen kuzul ann Aotrou a bad bepred; sonjezonnou hé ga-loun a ia a rumm e rumm.
12Euruz ar vroad e deuz ann Aotrou dai Zoue; hag ar bobl en deuz dibabet da heri-tach d’ezhan.
13Euz ann en̄v e zell ann Aotrou; gwelout a ra holl bugalé ann dud.
14Euz ann ti en deuz aozet evit-ban, en deuz sellet oud ar re boll a choum war ann douar.
15Hen eo en deuz, doareet kalon peb unan anezhô; hen a anavez ho holl obe-riou.
16Ne ket gand hé c’halloud braz eo sa-veteet eur roué: na gand he nerz braz eo saveteet eunn den gallondek.
17Touelluz eo ar marc’h evid ann dieub: ne ket gand he nerz eo saveteet unan-bennag.
18Hogen daoulagad ann Aotrou a zeu war ar ré a zouj anezhan, ha war ar ré a laka ho fisians enn be drugarez;
19Evit ma tenno ho eneou diouc’h ar maro, ha, ma ho ma-go enn ho dienez.
20Hon ené a c’hortoz ann Aotrou; o veza ma eo hor skoa-zel hag hon difenner.
21Rag enn-han en em laouenai hor c’ha-loun; abalamour hon euz lekeat hor fisians enn he hano santel.
22Ra zeui Aotrou da drugarez war-n-omp, hervez ma hon euz lekeat hor fisians enn-od.