Psalmou 32
XXXII PSALM.
1Euruz ann hini a zo distolet d’ezhan hé zrougiez, hag a zo goloet d’ezhan he bec’hed.
2Euruz ann den da behini n’en deuz ket Doué niveret a bec’hed, hag e spered pehini n’euz ket a douellerez.
3O veza ma ounn tavet, va eskern a zo koseet, endra ma krienn hed ann deiz.
4O veza ma eo pounereet da zourn war-n’ounn noz deiz; va nerz a zo troet da veza zec’hor ann hān. Selah.
5Va fec’hed em euz roet da anaout d’id, ha n’em euz ket kuzet va direizded. Lavaret em euz: me a ansavó em enep d’ann Aotrou va direizded; ha te ec’h euz distolet d’in fal-lagriez va fec’hed. Selah.
6Rak-se peb den sant a bedo ac’hanod enn amzer deread: evit gwir enn livaden ann donreier braz na dostaint ket out-han.
7Te eo va refuc’h; te a viro ac’hanoun euz ar glac’har: Te a lakaio enn dro d’in kanaouenou a zilvidigez.
8Ar skiant a roinn d’id hag e teskinn d’id ann hent dre behini e tleez ker-zout: mirout a rinn ac’hanod gant va la-gad.
9Na vezit ket evel ar marc’h hag ar mûl, peré n’ho deuz ket a skiant: red eo derc’-hel ho genou gand ar vrid, hag ar wasken, gant aoun na dosta-font ket ouz id.
10Kalz a gastizou a gouezo war ar pec’-her; hogen ann dru-garez a vezo war dro annhini a laka he fisians enn Aotrou.
11En em laouenait enn Aotrou, ha tridit c’houi tud just: hag embannit hé c’hloar, c’houi holl peré a zo eeun a galoun.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.