XXXVII PSALM.
1N’en em hegas ket abalamour d’ann dûd drouk, ha n’as pez ket avi ouz ar ré a ra fallagriez.
2Rag abarz nemeur e vezint trouc’het evel ar foenn, hag e wevint ker buan bag ar geot glaz.
3Laka da fisians enn Aotrou, ba gra ar mad, bag ez i da choum war ann dou-ar, hag e vezi maget gand he vadou.
4Laka da zudi enn Aotrou; hag ben a roiô d’id goulennou da galoun.
5Diskouez d’ann Aotrou da bent; ha laka da fisians enn han, hag ben her grâi.
6Hag hen a lakai da skedi da justis evel eur c’houlaouen, ha da varn evel ar c’hreisteiz.
7Bez sioul enn Aotrou, ha gortoz anezhan hep poan na klemm; na sav ket a zrouk enn-od ouz ann hini en deuz eur-vad enn hé hent, nag ouz ann den a ra traou direiz.
8Dilez ar goler drouk ha kas kuit ar gounnar; n’en em hegas ket e giz e bed da ober drouk.
9Rag ar ré a ra drouk a vezo distru-jet; hogen ar ré a c’hortoz ann Aotrou, ho dévezo ann douar evid ho heritach.
10Ha c’hoaz eunn nebeudik, hag ar pe-c’her na vezo mui: Ha te a glasko al leac’h m’az oa enn-han, ha n’her c’havi ket.
11Hogen ar ré hahask ho devezo ann douar da heti-tach; hag a gavô ho dudi enn eur founder a beoc’h.
12Ar pec’her a glask noazout oc’h ann den just; hag hen a skrinô he zent out-han.
13Hogen ann Aotrou a raiô goab anezhan; o veza ma wél penaoz he teuio he zeiz.
14Ar bec’herien ho deuz dic’houinet hô chlezé; ho gwareg hô deuz sten̄et, evid dis-kara ar, paour hag ann ezommek; evit laza ar ré eeun a galoun.
15Hogen ho chlezé a ielo enn hô c’haloun hô unan, hag ho gwarezou a vezo tor-ret.
16Madou dister a zo gwelloc’h d’ann den just, eget madou braz ar bec’herien.
17Rak divrec’h ar bec’herien a vezo tor-ret: hogenann Aotrou a skorr ann den just.
18Ann Aotrou a anavez deisiou ar ré zinam: hag ho heri-tach a vezo peur ba-duz.
19Na vezint ket mezekeet enn amzer zrouk; hag é deisiou ann naounegez ho devezo ho gwalc’h.
20Hogen ar beche-rien a vezo kollet; hag enebourien ann Aotrou a vezo peur-zeved evel lard ann ein; mond a reont kuit evel moged.
21Ar pecher a empresto ha na baeo ket; hogen ann den just en devezo, truez hag a raio.
22Rag ar ré a ven-niganezhan hô devezo ann douar da heritach; hag ar ré a villig anezhan a vezo kollet a-grenn.
23Kammejou ann den just a vezo renet gand ann Aotrou; hag hen a gavô mad he hent.
24Mar kouez, na vezo ket diskaret a-grenn; rag ann Aotrou a laka he zourn dindan-han.
25Iaouangc ounn bet, ha brema ounn koz; ha n’em euz ket gwelet eunn den just dilezet, nag he wenn o klask he vara.
26Hed ann deiz e ra ann aluzen hag a prest; hag he wenn a vezo benniget.
27Distro diouc’h ann drouk ha gra ar mad; hag ez pezo eunn ti peur baduz.
28Rag ann Aotrou a gar ar justis, ha na zilez ket he zent; da vikenn int miret: hogen gwenn ar ré fallagr a vezo diatru-jet.
29Ann dud just ho devezo ann douar da heritach; hag hi a choumô war-n-ezhan a-hed ann holl gant-vejou.
30Geriou ann den just a gomz ar furnez, hag hé deod a brezeg hervez ar justis.
31Lezen he Zoué a zo enn he galoun; hag he gammejou na horellint ket.
32Ar pec’her a zell oc’h ann den just; hag a glask ann tu d’he laza.
33Hogen ann Aotrou na zilezo ket anezhan etre he zaouam; ha na damallo ket anezhan pa vezo barnet.
34Gortoz ann Aotrou, ha mir he hent, hag hen a zavô ac’hanod evid m’az pezó ann douar da heritach; ha pa vezo dispennet ar bec’herien, te a welo.
35Gwelet em euz ann den fallagr uc’he-leet, hag oc’h en em leda evel eul loré glaz.
36Ha tremenet ounn, ha chetu ne oa mui; hag he glasket em euz ha n’em euz ket kavet anezhan.
37Likid evez out ann den dinam, ha sell ouz ann hini just: rak divez ann den ze eo ar peoc’h.
38Hogen ar ré fallagr a vezo distrujet assambles; divez ann tud fall a vezo dispennet.
39Hogen zilvidigez ann dud just a zeu euz ann Aotrou; hag hen eo ho difenner e amzer ann enkrez.
40Hag ann Aotrou a skoazello anezho, hag ho dieubo; hag hen a denno anezho euz a zaouarn ar hec’herien, hag a zaveteio anezho: o veza ma ho deuz lekeat ho fisians enn han.