Psalmou 41
XLI PSALM.
1Euruz ann hini a laka evez oud ar paour: er gwall zeiz e vezo dieubet gand ann Aotrou.
2Aun Aotrou a virô anezhan hag a ziwallo anezhan; euruz a vezo war ann douar: ha na lez ket anezhan da c’hoant he enebou-rien.
3Ann Aotrou a sko-rô anezhan war he wélé a c’hloaz; te a raiô he welé holl enn he glenved.
4Evid-oun, me em euz lavaret: Aotrou az pez truez ouz-in; pare va ené; rak pe-c’het em euz enn da enep.
5Va enebourien a lavar drouk ac’ha-noun: peur e varvô, hag e vezo ankou-nac’heet he hanô.
6Mar teué unan-bennag anezhô evit ra gwelout, e lavaré faosder: he galoun a zastum fallagriez evit-han; p’az ea er-meaz e komzé enn hevelep doaré.
7Va holl enebourien a gomz e kuz em e-nep; hag hi a sonj ivé droug em enep.
8Eur klenved fall a zo staget out-han eme-z-ho; hag ann hini gourvezet n’en em zavo mui.
9Rag ann den gant pehini e vevenn é peoch, e pehini en em fisienn, ha pehini a zehre euz va bara, a zo bet trubard era c’henver.
10Hogen te Aotrou, az pez truez ouz-in; ha gra d’in sevel, ha me a zistolo d’ezhô.
11Anavezet em euz penaoz e karez ac’ha-noun, o veza n’en em laouenai ket va ene-bour diwar va fenn.
12Difennet ec’h euz ac’hanoun em dinam-ded; hag ec’h euz va starteet dira-z-oud da vikenn.
13Benniget ra vezo ann Aotrou Doué Is-rael enn holl gant-vejou. Evel se bezet great; evel se bezet great.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.