Psalmou 42
XLII PSALM.
1Evel ma c’hoanta ar c’haro doureier ar feunteniou; evel se va Doué e c’hoanta va éné ac’hanod.
2Va ené en deuz sec’hed euz ann Doué kré ha beô; peur e teuinn hag en em ziskouezinn dirak Doué?
3Va daerou a zo bet da vara nos deiz, pa lavared d’in bemdez: Peleac’h emada Zoué?
4Sonch zo deuet d’in euz a gement se, hag em euz skūlet va ené enn oun va unan: abalamour ounn bet gand ar vanden, hag em euz baleet gant-hô beté té Doué, gant mouez ar c’han hag al levenez, evel eur van-den dud a virfé eur gouel.
5Perag va ené oud de trist? ha perag ec’h enkrezez te a-c’hanoun? laka da e-sperans enn Aotrou: rag he veuli a rinn choaz evid sikour hé zremm.
6O va Doué, va ené a zo enkrezet enn-oun va unan; rak-se em bezo koun achanod euz a zouar ar Iourdan, euz a Hermon, hag euz ar menez Mitzan.
7Eunn dounder a c’halv eunn dounder all ouc’h trouz da li-vadennou; da holl goummou ha da holl wagennou a zo tre-menet dreist-ounn.
8Ann Aotrou a c’hourc’hemmenô he drugarez a hed ann deiz, hag he ganaoueu a vezo gan-en a hed ann noz, me a raio va feden da Zoué va buez.
9Me a lavaro da Zoué: va roc’h oud, perag ec’h euz té va ankounac’heet? perag e kerzann me trist en̄dra ma ounn gla-c’haret gand ann ene-bour?
10En̄dra ma vre-veur va eskern, va enebourien a heskiu ac’hanoun, a ra c’hoaz tamallou d’in bemdez: Peleac’h ema da Zoué?
11Perag va ené oud dé trist? ha perag ec’h enkrezez té ac’ha-noun? laka da esperans enn Aotrou: rag he veuli a rinn c’hoaz, evel zilvidigez va dremm, ha va Doué.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.