XLV PSALM.
1Va c’haloun a verv evid lavarout eur ger mad: me a lavar va oberiou d’ar roue: va zeod a zo evel pluen eur skrivaner a skriv huan.
2Kaer eo da c’hened dreist mipien ann dud; ar c’hras a zo fennet war da vuzellou: rak-se en deuz Doué da venniget da vikenn.
3Gouriz da glezé war da vorzed, gallou-dek braz, gant da c’hloar ha da gaerded.
4Hag enn da gaer-ded, kea araok ha bez euruz, abalamour d’ar wirionez; d’ann ha-baskded ha d’ar justis: ha da zourn deou a zesko d’id traou soue-zus.
5Da zaesiou a zo lemm, ar boblou a gouezô dindan-od; sanka a raint e ka-loun enebourien ar roué.
6Da drôn o Doué, a bado da vikenn: gwalen da rén a vezo eur walen a eeunder.
7Ar justis ec’h euz karet hag ar fallagriez ec’h euz kaseet. Rak-se Doué, da Zoué, en deuz da lardet gand eôl al levenez dreist da genvreudeur.
8Choues ar mirr, hag ann aloez, hag ar siuuamom a zav euz da zilad, hag euz da diez olifant: rak-se oud bet laoueneet.
9Ha merc’hed ar rouéed a zo etouez ar merc’hed a enor: ar rouanez a zo choumet enn he sa enn tu deou d’id, gwisket e aour a Ophir.
10Selaou va merc’h, ha gwel, ha prest da skouarn: hag ankou-nac’ha da bobl, ha ti da dad.
11Hag ar roué a c’hontai da c’hened, rag hen̄ eo da Aotrou; hag azeul anezhan.
12Ha merc’hed Tir gand ar ré binvidika; euz ar bobl, a zigaso donezonou d’id; hag a rai ho feden dira-z-od.
13Merc’h ar roué a zo leun a c’hloar enn diabarz; he guisca-ment a zo aour pur.
14Hi a vezo kaset d’ar roué e gwisca-ment alaouret; ar gwerc’hezed war he lerc’h, he c’hompa-gnunez a vezo kaset d’id.
15El levenez hag enn triderez e vezint kaset: e templ ar roué e vezint kaset.
16E-leac’h da dadou eo bet ganet mipien d’id; hô lakaad a ri da brinsed war ann douar holl.
17Koun ho devezo euz da hanô a wenn da wenn: rak-se ar boblou a embannô da veuleudi da vikenn, hag e kantvejou ar c’hantvejou.