LV PSALM.
1Selaou o Doué out va feden, ha na zis-priz ket va goulenn.
2Sell ouz-in, ha selaou ouz-in: lenva a rann e va fedenn, ha nechet ounn.
3Gant mouez ann enebour, ha gaud en-krez ar pec’her: o veza ma ho deuz taolet fallagriezou war-n-oun; ha ma ho deuz va chaseet enn ho buanegez.
4Va c’haloun a zo enkrezet enn-oun: ba spount ar maro a zo kouezet war-n-oun.
5Ann aoun hag ar c’hren a zo kroget enn oun; hag ann devalien e deuz va gôloet.
6Hag em euz lava-ret: piou a roiô d’in diouaskel evel ar goulm, hag e nijinn, hag e vezinn e repos.
7Chetu me a dec’hfe pell, hag me a choum fe enn distro. Selah.
8Me a iafé buan, evit tec’hout diouc’h ar stourm braz hag ann amé.
9Diskar-hi Aotrou, rann ho zeodou: rak gwelet em euz ar fallagriez hag ann enebiez e kear.
10Hi a ra ann dro d’ezhi nos deiz war he muriou; fallagriez a c’hlac’har a zo enn he c’hreiz.
11Drougiez a zo enn hé chreiz: troi-dellerez ha touellerez a zo bepred war he leuriou kear.
12Rak ma venn het milliget gand eunn enebour d’in, em bijé kentoc’h he c’houzanvet; ha ma vé, bet gwall gomzet ouz-in gand eunn den hag en divizé va c’haseet, neuzé e vi-jenn en em guzet dira-z-han:
13Hogen te oa, eunn den a oa unan gan-en; a oa da benn d’am c’huzul, ha va min̄oun braz.
14Kemeret hon euz kuzul c’houek assam-bles; ha haleet hon euz gant unvaniez etezé ti Doué.
15Ra zeui ar maro war-n-ho; ra zisken-nint beo-buezek d’ann ivern, o veza ma ema drougiez enn ho ziez, enn ho zouez.
16Hogen evidoun, me a griô etreze Doué; hag ann Aotrou a zieubô ac’hanoun.
17Diouc’h ar par-daez, diouc’h ar mintin, ha da gresteiz e pedinn, hag e embanninn: hag hen a zelaouo out va mouez.
18Dasprenet en deuz va ené e peoc’h euz ar brezel a oa enn va enep: rak kalz a oa gan-en.
19Doué a zelaouö hag a enkrezo anezho, hen pehini a zo e-barz ar chantvejou. Selah. Abalamour n’euz chenchaman-chou ebed enn-ho, evelse na zoujont ket Doué.
20Astennet en deuz he zaouam enn-enep ar ré a oa e peoc’h gant-han: Saotret en deuz he allians.
21Komsou he c’he-nou a voa freazoc’h eged aman, hogen brezel a oa enn he galoun; he c’heriou a oa c’houekoc’h eged eol; hogen e doaré klezeier oant.
22Taol da holl veac’h war ann Aotrou, hag hen az skoazello: na lezo ket bikenn ann den just da yeza keflus-ket.
23Hogen te o Doué a gaso anezho da buns ar maro: ann dud a c’hoad hag a douel-lerez n’az aint ket d’ann hanter euz ho deisiou: hogen me Aotrou a lakai va fisians enn-od.