Psalmou 60
LX PSALM
1O Doue hon disto-let ec’h euz, hon dis-mantret ec’h euz, droug zo het enn od distroit ouz-omp c’-hoas.
2Keflusket eo ann douar gan-ez, hag he reustlet ec’h euz: iac’-ha he darzou; rak hor-jelet eo.
3Trao kalet ec’h euz diskouezet d’as pobl; gwin-mantr ec’h euz roet d’e-omp da eva.
4Eur haniel ec’h euz roet d’ar re a zouj ac’hanod evit sevel anezhan war laez aba-lamour d’ar wirionez. Selah.
5Evit ma vezo dieu-bet ar re a garez; dieub gand da zourn deou, ha selaououz-in.
6Doué en deuz kom-zet enn he zantelez; en em laouenaad a rinn, ranna Sichem a rinn hag e lodenninn traonien Succoth.
7Galaad a zo d’iu, ha Manassez a zo d’in; Efraim eo ners va fenn: Iuda eo va lezenner.
8Moab eo ar stank e pehini en em walc’-hinn: me a daolo va botez war Edom: Philistia en em laouenai enn abek d’in.
9Piou a gasô ac’ha-noun er ger gré? piou a gaso ac’hanoun be-teg enn Idumea?
10Ha na vezo ket te o Doue pehini ec’h euz hon distolet? te o Doué pehini na gerzi miu gand hon ar-meou?
11Ro d’eomp sko-azel enn hon enkrez; rak didalvez eo sko-azel ann den.
12Gand Doué e raimptraou kalounuz; hag hen a zistrujo ar ré a heskin ac’ha-nomp.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.