Psalmou 61
LXI PSALM.
1Selaou o Doué out va goulenn: laka evez out va feden.
2Euz a harzou ann douar e kriin etrezeg enrod: pa ve enkre-zet va c’haloun, hinch ac’hanoun heteg ar roc’h uheloc’h eged-oun.
3O veza ma ec’h euz het va digemer, hag eunn tour kre out va enebour.
4Choum a rinn da vikenn enn da daber-nakl; en em fisiout a rinn dindan skeud da ziou askel. Selah.
5O veza va Doué ma ec’h euz selaouet out va feden; ma ec’h euz roet heritach d’ar ré a zouj da hanô.
6Deisiou war zeisiou a roi d’ar roue: hag ec’h astenn he vloa-vesiou a rumm-e rumm.
7Choum a rai da vi-kenn dirak Doue; ro dezhan trugarez ha gwirionez evid mirout anezhan.
8Evel-se e kaninn da c’hloar da hano a gantved e kantved, evit peur-oberva gwe-stlou a zeiz-e-deiz.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.