LXXXIII PSALM.
1O Doué na choum ket war zao, na dav ket, na vez ket di-drouz.
2Rak chetu da éné-bourien ho deuz great trouz; hag ar ré a gasa ac’hanod ho deuz savet ho fenn.
3Kuzuliet ho deuz gant drougiez en enep da bobl, ha dispac’het ho deuz oud da zent.
4Lavaret ho deuz: Deuit ha disman-tromp hi euz a douez ar broadou; ha na vezo mui a envor euz a hano Israel.
5Rag en em guzu-liet iut holl: hag ho deuz great allians enn da enep:
6Teltou ann Idu-meed hag ann Ismae-lited: Moab hag ann Agarenied;
7Gebal, hag Am-mon, hag Amalek; ar Philistined, ha tûd Tir;
8Ann Assiried a zo deuet ive gant-ho; roet ho deuz skoazel da vipien Lot. Selah.
9Gra d’ezho evel da Vadian, da Zisara, ha da Iabin, war harz froud Sison:
10Dispennet e oent e Endor; evel teil ann douar e teûjont.
11Gra d’ho frin̄sed evel da Oreb, ha da Zeb, ha da Zebée, ha da Zalmaua, ha d’ho holl brinsed all.
12Peré ho deuz la-varet: Kemeromp santuar Doué da heri-tach d’eomp.
13Laka-hi va Doué evel eur rôd, hag evel ar cholo dirag ann avel.
14Evel ann tân a zev eur c’hoat: hag evel ar flamm a grog er menesiou;
15Evel-se heskin a-nezho gant da stourm, ha spount anezho gant da avel dro.
16Golo anezho a vez; evid ma glask fint da hano o Aotrou.
17Ea zeuint da ru-sia ha ra vezint reust-let da vikenn; ra ve-zint mezekeet ha kol-let.
18Ha ra anavezint penaoz eo ann Aotrou da hanô, ha penaoz n’euz nemed-od a Uc’hel meurbed enn douar holl.