LXXXIX PSALM.
1Trugarezou ann Aotrou a ganinn da vikenn; va genou a embanno da wirionez a rummda-rumm.
2O veza ma em euz lavaret: Ann drugarez a vezo savet enn en̄-von da vikenn: ha da wirionez a vezo aozet enn hô.
3Eunn allians em euz great gand ar ré em euz dibabet; touet em euz da Zavid va zervicher,
4Da wenn a virinn da vikenn, da drôn a zavinn a rumm da rumm. Selah.
5Ann en̄vou a veulo da vurzudou O Aotrou: ha strollad ar zent da wirionez.
6Rak piou enn en̄-vou a vezo hevel oc’h ann Aotrou; ha piou e touez mipien ar ré gré a vezo hen̄vel ouch Doué?
7Spountuz eo Doué e kuzul ar zent, hag enoret a dle beza gant ar ré holl a zo war he dro.
8Aotrou Doué ann armeou piou a zo hen-vel ouz-id? Te a zo galloudek Aotrou ha da wirionez a zo tro war dro d’id.
9Te a zo mestr war c’halloud ar môr; te a sioula diroll he goummou.
10Diskaret ec’h euz Rahab evel unan la-zet; gant nerz da vreac’h ec’h euz ski-n̄et da enebourien.
11Ann envou a zo d’id, hag ann douar a zo d’id; te, eo ec’h euz diazezet ar hed ha kement a zo enn-han.
12Te, eo ec’h euz krouet avel ann han-ter noz, hag hini ar c’hreisteiz; Tabor hag Hermon a drido enn da hanô.
13Eur vreac’h gal-loudek ec’h euz; kref eo da zourn ha da zourn deou a zo u-c’hel.
14Ar justis hag ar vam a harp da drôn; ann drugarez hag ar wirionez a ielo araok da zremm.
15Euruz ar hobl a anavez ar vouez laou-en: e goulou da zremm O Aotrou, e valeint.
16Trida a raint enn da hano hed ann deiz; hag enn da justis e vezint savet.
17Rak te eo gloar ho nerz; ha war da vadelez hor c’hom a vezo savet.
18Rag ann Aotrou eo hor skoazel; ha Sant Israel eo hor roué d’éomp.
19Neuze ec’h euz komzet oud da zan̄t enn eur weledigez, hag ec’h euz lavaret: Enn eunn den gal-loudek em euz lekeat va skoazel; ha gorrôet em euz ann hini em euz dibahet e-touez va fohl.
20Kavet em euz David va zervicher; hag em euz he zakret gant va eol sakr:
21Rak va doum a vezo kré gant han; ha va breac’h he gen-nerzo.
22Ann enehour na drec’ho ket anezhan; ha mab ar fallagriez na c’hello ket ober gaou out-han.
23Ha me a drec’ho dira-z-han he énébou-rien; ha me a zistrujo ar ré a gasa anezhan.
24Va gwirionez ha va zrugarez a vezo gant han; ha gant va hano e vezo savet hé c’horn.
25Lakaad a rinn he zourn war ar mor; hag he zourn deou war ar steriou.
26Hen a c’halvo ac’hanoun: Te eo va zad va Doué, ha roc’h va zilvidigez.
27Ha me hel lakai da genta ganet, ha dreist rouéed ann douar.
28Mirout a rinn d’ezhan va zrugarez da vikenn; hag ann allians em euz great ganthan ne rezo ket torret.
29Ha me a lakai he wenn da badout e kantved ar c’hantve-jou, hag he drôn evel deisiou ann en̄v.
30Hogen mar tilez he vugalé va lezen, ha ma na valeont ket em barnedigezou:
31Mar saotront va lezennou, ha ma na viront ket va gour-c’hemennou;
32Me a emwelo gand ar walen ho fal-lagriezou, ha gand ar skourjezou ho fec’he-jou.
33Hogen na den-ninn ket va zrugarez diwar-n-ezhan, ha na fallain ket em gwiri-onez.
34Na zaotrinn ket va allians, ha na li-kinn ket da veza didalvez ar pez a zo eat er meaz euz va genou.
35Eur weach em euz touet dre va zan-telez, na livirinn ket a c’hevier da Zavid.
36He wenn a bado da vikenn, hag he drôn a vezo evel ann heol dira-z-ounn.
37Hen a vezo la-keet stard evel al loar da vikenn, hag evel ann test feal enn en̄v. Selah.
38Hogen te ec’h euz distolet ha dispri-zet da bôbl, te ec’h euz pelleet da eoliet.
39Diskaret ec’h euz allians da zervicher; saotret ec’h euz oud ann douar he guru-nen.
40Diskaret ec’h euz he holl gaeou; gwas-tet ec’h euz he gestel.
41Ar ré holl a dre-mené dre ann hent ho deuz he wastet; deuet eo da veza mez he amezeien.
42Savet ec’h euz dourn deou ar ré a waské anezhan; laou-eneet ec’h euz he holl enebourien.
43Dallet ec’h euz lemm he gleze; ha n’ec’h euz ket he gen-nerzet er brezel.
44Tennet ec’h euz digant han he sked; hag ec’h euz torret he drôn oud ann douar.
45Berreet ec’h euz deisiou he iaouanktiz; hé c’holoet ec’h euz a vez. Selah.
46Beté pegeit Ao-trou e tistroi dé? Ha da vikenn e vezo? Hag evel ann tan e tevo da vuanegez?
47Az pez koun pe-tra eo va buez; hag enn aner eo ec’h euz krouet holl vugalé ann dud?
48Piou eo ann den a vevô, ha na welo ket ar maro? a c’hello tenna he ené euz a zoum ar bez? Selah.
49Peleac’h ema da drugarezou koz o Aotrou, evel ma ec’h euz ho zouet da Zavid enn da wirionez?
50Az pez koun Aotrou euz ann disme-gans ho deuz great ann holl dud gallou-dek d’as servicherien, hag em euz dalc’het em c’halon;
51Penaoz ho deuz da damallet da ene-bourien o Aotrou, ho deuz tamallet kam-mejou da eoliet.
52Benniget ra vezo ann Aotrou da vikenn. Amen hag amen.