XC PSALM.
1Aotrou, te a zo bet da skoazel d-eomp euz a gantved da gantved.
2Abarz ma oa great ar menesiou ha ma oa fontet ann douar hag ar bed; te a zo Doué a viskoaz da vikenn.
3Distrei a rez ann den d’ar boultren, ha te a lavar: Distroit bugalé ann dud.
4Rak mil bloaz a zo dirak da zaoulagad evel deac’h diveza pe-hini a zo eat ebiou; hag evel eur veiliaden euz ann noz.
5Lemel a rez anez-ho evel gant eur liva-den; evel eun huvre int: diouc’h ar mintin evel ar geot pehini a zo gwenvat.
6Diouc’h ar mintin e kresk, hag e teu da vleui; diouc’h ar par-daez eo trouc’het hag e tizec’h.
7Rak gwastet omp enn da vuanegez, hag enn da zrouk omp reustlet.
8Lekeat ec’h euz hor fallagriezou dira-z-od, hag hor pec’he-jou kuzet ouc’h gou-lou da zaoulagad.
9Rak se hon deisiou holl a dremen gand da vuanegez braz; hor bloavesiou a zo was-tet, a ia ebiou evel eunn huanad.
10Deisiou hor bloa-vesiou n’az eont peūr-vuia nemed da zek vloaz ha tri-ugent; ar ré greva a ia beté pe-var ugent vloaz; ha c’hoaz ho nerz n’eo nemet poan ha gloaz; huan eo lammet ha ni a ia kuit.
11Piou a anavez nerz da vuanegez; hag a c’hoar peger braz eo da zrouk evid douja ac’hanod?
12Desk d-e-omp niveri hon deisiou, evid ma c’helfomp kaout eur galon fûr.
13Distro Aotrou beté pegeit? ha bez habask e-kenver da zervicherien.
14Karg ac’hanomp bep mintin gand da drugarez, hag e trid-fomp, hag e laouen-fomp hed hon holl deisiou.
15Laouena ac’ha-nomp evid ann deisiou ec’h euz hor glacba-ret, hag evid ar bloa vesiou e peré hon euz gwelet ar boan.
16Ra vezo diskoue-zet da labour d’ho zervicherien, ha da c’hloar d’ho bugalé.
17Ra zeui war-n-omp kaerded ann Aotrou hon Doué; ra vezo stard oberiou hon daouam warn-n-omp; ia, ra vezo stard oberiou hon daouam.