XCI PSALM.
1Neb a choum e leac’h kuzet ann Uc’helmeurbed, a vezo dindan skeud ann hollgalloudek.
2Lavarout a rinn divarben ann Aotrou: Hen eo va digemer ha va skoazel, va Doué, hag enn-han e likinn va fisians.
3Evit gwir, hen a ziwallo ac’hanod diouc’h lindag ar chas-seer, hag euz ar vosen noazuz.
4Da lakaad a rai dindan he blu, ha te en em fizio dindan he ziou askel; he wirio-nez a c’holoi ac hanod evel gant eunn diren.
5Na vezi ket spoun-tet gand ar spountou noz, na gand ar zaez a nich enn deiz;
6Na gand ar vosen a gerz enn devalien; na gant ann distruch a ra dismantr ar c’hre-steiz.
7Mil a gouezo dioud da zourn kleiz, ha dek mil dioud da zourn deou; hogen na dos-tai hini ouz-id.
8Koulskoudé te a zello gand da zaou-lagad; hag e weli kastiz ar bec’herien.
9Rak te eo Aotrou va skoazel; kemeret ec’h euz ann Uc’helmeurbed evid da zi-gemer.
10Na zeui ket drouk ehed heteg enn-od, hag ann an-ken na dostai ket oud da delt.
11Rak gourc’heme-net en deuz d’he elez diwar da benn: ma virint ac’hanod enn da holl henchou.
12Etre ho daouam e tougint achanod, gand aoun dre zar-voud na stokfez da droad oud eur mean.
13War al leon hag ann aspik e kerzi; hag e flastri al leonik hag anu aer.
14O veza ma en deuz lekeat he garan-tez enn oun, he zieubi a rinn; o veza ma en deuz anavezet va ha-nô.
15Kria a rai etrezeg enn-oun, ha me a zel-aouo out-han; emoun gant-han enn enkrez: he zieubi a rinn, hag ec’h enorinn anez-han.
16He leunia a rinn a zeisiou; hag e tis-kouezinn d’ezhan va zilvidigez.