Psalmou 97
XCVII PSALM.
1Ann Aotrou a ren; ra drido ann douar; r’en em laouenai ann holl enezi.
2Ar c’hoabr hag ann devalien a zo war he drô; ar justis hag ar vamedigez a zo harp d’ hé drôn.
3Ann tan a ielo enn he raok, hag a zevo he enebourien tro war dro.
4He luc’hed ho deuz skleréet ar bed; ann douar en deuz ho gwelet ha krenet en deuz.
5Ar menesiou ho deuz teuzet evel koar dirag ann Aotrou, di-rag ann Aotrou ann douar holl.
6Ann envou a ro da anaout he justis; hag ann holl boblou a wel he c’hloar.
7Ka vezo ar vez war ar re holl a azeul traou kizellet, hag a ra fougé gand ho skeudennou: a zeulit anezhan, c’houi holl zoueed.
8Sion e deuz kle-vet, hag a zo en em laoueneet; ha merc’hed Iuda ho deuz tridet enn ahek d’as parnou o Aotrou.
9O veza ma eo te ann Aotrou Uc’hel meurbed war ann douar holl; ha ma oud Uc’hel braz dreist ann holl zouéed.
10C’houi a gar ann Aotrou kasait ann drouk; ann Aotrou a vir eneou he zent; ho dieubi a rai euz a zourn ar pec’her.
11Hadet eo ar gou-lou evit ann den just: hag al levenez evid ar ré a zo eeun a ga-lon.
12Tud just en em laouenait enn Aotrou: ha meulit en̄vor he zantelez.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.