Psalmou 98
XCVIII PSALM.
1Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen nevez; o veza m’en deuz great burzudou: he zourn deou, hag he vreach santel, ho deuz gounezet evit-han ar gounid.
2Ann Aotrou en deuz roet da anaout he zilvidigez; dis-kouezet en deuz he justis dirag ar broa-dou.
3Deut zo koun d’ez-han euz he drugarez hag euz he wirionez e kenver ti Israel; holl harzou ann douar ho deuz gwelet silvidigez hon Doué.
4En em laouenait e Doué ann douar holl; kanit, ha tridit ha c’hoariit war ar hin-viou.
5C’hoariit gand ann delen, ha gand mouez eur c’hantic.
6Gant trompillou ha gant kornou korn, en em laouenait di-rag ann Aotrou Roué.
7Ra vezo keflusket ar mor, ha kemend a zo enn han; ann douar holl hag ar ré a choum enn-han.
8Ra stlako ar ste-riou ho daouarn; ha ra drido ivé ar menesiou.
9Dirag ann Aotrou; o veza ma teû da var-na ann douar: Barna a rai ar bed hervez ar justis, hag ar boblou hervez al lealded.
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.