CHAB. XXVII.
1C’hoarvezoud a reaz, pa oa deuet Isaac da veza koz hag he zaou-lagad da fallaad, ma c’halvaz Esaü, he vab hena, ha ma lavaraz d’ezhan: Va mab! hag hen a respontaz: Setu me aman.
2Hag e lavaraz: Setu me koz, ha n’ouzon ket pe senrt dervez e varvin.
3Breman eta, kemer, me az ped, da armou, da zac’h-birou ha da warec, ha kea var ar meaz, ha tap d’in eul loen chasse-benag.
4Ha gra d’in eur meuz mad, evel ar re a garan; ha digas anezhan d’in, evit ma tebrin ha ma roio va ene he vennoz var-n’oud araog ma varvin.
5Hogen, Rebecca a oa o selaou epad ma oa Isaac o komz ouz Esaü, he vab. Esaü a ieaz eta var ar meaziou da glask tapoud eul loen chasse-benag da zigas d’he dad.
6Ha Rebecca a gomzaz ouz Jacob, he mab, hag a lavaraz d’ezhan: Klev-ta, me em euz klevet da dad o komz ouz Esaü, da vreur, hag o lavaret d’ezhan:
7Digas d’in eun dra-benag euz da chasse, ha poaz d’in eur meuz-boued mad, ma tebrin ha ma roin d’id va bennoz dirag an Aotrou, abarz ma varvin.
8Brema eta, va mab, sent ouz va mouez evit ar pez ma’z an da c’hourc’hemen d’id.
9Kea da gerc’hat d’in deuz ar vanden diou c’havric vad, ha ganthe me a raio d’az tad eun tam boued mad, evel ma car anezhe.
10Te a gasso auezhan d’az tad da zebri, evit ma roio d’id he vennoz abarz mervel.
11Ha Jacob a respontaz da Rebecca, he vam: Ia mes va breur Esaü a zo blevec, ha me n’oun ket.
12Marteze va zad a dastono ac’hanoun gant he zaouarn, hag am c’hemero evit eun trompler, hag e tennin var-n’oun he valloz e-leac’h he vennoz.
13Hag he vam a lavaraz d’ezhan: Ra gwezo ar valloz-ze var-n’oun-me, va mab; sent kouls-koude ouz va c’homzou, ha kea da gerc’hat d’in an diou c’havrie.
14Mond a reaz eta d’ho c’herc’hat, hag ho digassaz d’he vam, hag he vam a reaz ganthe eur pred-boued evel ma plijent d’he dad.
15Neuze Rebecca a gemeraz dillad kaera Esaü, he mab hena, a oa ganthi en ti, hag a viskaz anezhe da Jacob, he mab entre-hena.
16Lakaad a reaz en dro d’he zaouarn, ha var he c’houzoug noaz croc’hen ar geored.
17Goude-ze e lakeaz ar meuz mad hag ar bara he devoa poazet e dorn Jacob, he mab.
18Hag Isaac a zeuaz var-zu he dad, hag a lavaraz: Va zad! Hag hen a respontaz: Setu me aman; piou oud-te, va mab?
19Ha Jacob a lavaraz d’he dad: Me eo Esaü, da vab hena; great em euz ar pez ec’h euz gourc’hemenet d’in. Sav en da goaze, me az ped, ha debr euz va chasse, evit ma roio da ene he vennoz var-n’oun.
20Hag Isaac a lavaraz d’he vab: Penaos, va mab, ec’h euz-te gallet kavoud ker buhan? Ha Jacob a lavaraz: An Aotrou da Zoue, hen deuz great d’in ho c’havoud.
21Hag Isaac a lavaraz da Jacob: Tosta aman, va mab, ma touchin ouz’id, ha ma ouezin ha te eo va mab Esaü, pe n’ed oud ket.
22Jacob a dosteaz eta ouz he dad, hag Isaac o veza tastonet anezhan gant he zaouarn, a lavaraz: Ar vouez eo mouez Jacob; mes an daouarn eo daouarn Esaü.
23Ne anavezaz ket anezhan; rag he zaouarn a oa blevec evel daouarn he vreur Esaü; hag e roaz he vennoz dezhan.
24Hag e lavaraz: Ha te eo va mab Esaü? Hag e respontaz: Ia, me eo.
25Neuze e lavaraz: Va mab digas d’in euz da chasse, evit ma roio va ene he vennoz d’id. Lakaad a reaz ar boued diraz’han, hag e tebraz. Digas a reaz ive d’ezhan gwin, hag ec’h evaz.
26Neuze Isaac, he dad, a lavaraz d’ezhan: Tosta ouz’in, ha ro d’in eur pok, va mab.
27Ha Jacob a dosteaz, hag a bokaz d’ezhan. Hag Isaac kerkent ha ma klevaz ar c’houez-vad a daole he zillad, a lavaraz, en eur rei d’ezhan he vennoz: C’hoez va mab a zo evel c’hoez eur park benniget gant Doue.
28Ra zeui Doue da rei d’id glizen an envou ha druzoni an douar, ed ha gwin en abondans!
29Ra vezo poblou ouz da zervicha, ha ra zeui nationou da zaou-lina diraz’oud! Bez mestr var da vreudeur, ha ra zeui mibien da vam da stouat ho fen diraz’oud! Ra vezo malloz var neb piou-benag a roio malloz d’id, ha ra vezo bennoz var neb piou-benag a roi bennoz d’id!
30Hag e c’hoarvezaz, kerkent ha m’hen doe Isaac peur-achuet da rei he vennoz da Jacob, a veac’h e oa eat Jacob er meaz a-zirag Isaac, he dad, ma tistroaz Esaü, he vreur, euz ar chasse.
31Heu ive a breparaz eur meuz-boued mad, hag hen kassaz d’he dad, hag e lavaraz d’ezhan: Sav, me az ped, va zad, ha debr euz a chasse da vab, ma roio da ene he vennoz d’in.
32Hag Isaac, he dad, a lavaraz d’ezhan: Piou oud-te? Hag e lavaraz: Me eo da vab Esaü, da vab hena.
33Isaac a chomaz mantret-holl, hag a lavaraz: Piou eo eta an hini hen deuz digasset d’in traou tapet ganthan en he chasse? hag em euz debret euz outhe holl, araog ma oaz erruet, hag em euz roet va bennoz d’ezhan, eur vennoz hag a chomo ganthan.
34Kerkent ha m’hen doe Esaü klevet komzou he dad, e laoskaz eur griaden vraz ha c’hoero meurbed. Hag e lavaraz d’he dad: Va zad, ro d’in-me ive da vennoz!
35Mes hen a lavaraz: Da vreur a zo deuet dre finessa, hag hen deuz bet ar bennoz a oa dleet d’id.
36Hag Esaü a iavaraz: N’eo ket heb rezon eo bet hanvet hennes, Jacob, rag hou-man eo an eil gwech d’ezhan da lemmel diganen va flas. Kemeret hen deuz va gwir a vab hena, ha setu brema laeret ganthan ar vennoz a oa dleet d’in. Ha goude e lavaraz: Ha n’ec’h euz-te ket miret eur vennoz evid’oun-me?
37Hag Isaac a respontaz hag a lavaraz da Esaü: Setu aman: Lakeet em euz anezhan da vestr var-n’oud, hag em euz roet d’ezhan he holl vreudeur evit servicherien; hag ed ha gwin em euz roet d’ezhan en abondans. Ha petra a helfen-ta da ober evid’oud, va mab?
38Hag Esaü a lavaraz d’he dad: N’ec’h euz eta nemed eur vennoz da rei, va zad? Ro da vennoz d’in-me ive, va zad! Hag Esaü a zavaz he vouez, hag a gommansaz da ouela.
39Hag Isaac, he dad, a respontaz, hag a lavaraz d’ezhan: Setu, da zemeurans a vezo e leac’h n’eo ket druz an douar hag e leac’h ma ne zisken glizen e-bed euz an env.
40Beva a ri dre ar c’hleze, ha servicha a ri da vreur; mes choarvezoud a rai, dre m’az i du-man ha du-hont dre ar bed, rna torri he vaz-yeo, ha ma taoli anezhi divar da c’houzoug.
41Hag Esaü hen doe kasoni ouz Jacob abala-mour d’ar vennoz-ze hen devoa roet he dad d’ezhan; hag Esaü a lavaraz en he galon: Dond a rai deveziou kaon va zad, lia ueuze me a lazo Jacob, va breur.
42Countet a oe da Rebecca ar pez hen doa lavaret Esaü, he mab hena; hou-iuan eta a lakaz gervel Jacob, he eil mab, hag a lavaraz d’ezhan: Setu, da vreur Esaü a ia d’en em venji var-n’oud, en eur lemmel diganez da vuez.
43Brema-ta, va mab, selaou va mouez: sav ha tec’h kuit, ha kea da gavoud Laban, va breur e Charau.
44Chom a ri gauthan eur pennad amzer ken a vezo distanet kounnar da vreur,
45ken e vezo tremenet he goler, hag ankouna-e’heet ganthan ar pez ec’h euz great en he enep. Neuze me a lakoklaskha digas ac’hanoud ac’hane adare aman. Perag e kolfen-me va daou vab en eun dervez?
46Ha Rebecca a lavaraz da Isaac: Erru oun skuiz gant ar vuez, ha merc’hed Heth a zo kaoz. Mar kemer Jacob eur c’hreg a-douez merc’hed Ileth, a-douez merc’hed ar vro-man, eur c’hreg henvel deuz ar re-ze, perag a chomfen-me pelloc’h var au douar?