CHAB. XXX.
1NEUZE Rachel, o velet ne roe ket a vugale da Jacob, a grogaz an oaz enhi euz he c’hoar, hag a lavaraz da Jaeob: Ro d’in bugale; pe e varvin.
2Ha Jacob eat droug enhan, a lavaraz da Rachel: Ha sonjal a ra d’id ez oun-me Doue, an hini a vir ouz’id da gaoud bugale?
3Hag hi a lavaraz: Setu anian va matez Bilha; kemer anezhi, hag hi a wilioudo var va barlen, hag em bezo ive bugale dreiz’hi.
4Rachel eta a roaz d’ezhan Bilha da bried; ha Jacob a gemeraz anezhi.
5Ha Bilha a goncevaz hag a c’hanaz eur mab da Jacob.
6Ha Rachel a lavaraz: Doue a zo bet just em c’hever-me, selaouet hen deuz va mouez, ha roet hen deuz eur mab d’in; evit-se eo e chanvaz auezhan Dan (barner).
7Ha Bilha, matez Rachel, a goncevaz eun eil gwech hag a c’hanaz eur mab-all da Jacob.
8Ha Rachel lavaraz: Gwall emgann a zo bet etre va c’hoar ha me; mes treac’h oun bet d’ezhi; dre-ze e c’hanvaz ar c’houadur Nephthali (va emganri).
9Lea, o velet e oa ehanet da gaoud bugale, a gemeraz Zilpa, he matez, hag a roaz anezhi da Jacob da bried.
10Ha Zilpa, matez Lea, a c’hanaz eur mab da Jacob.
11Ha Lea a lavaraz: Pebez darvoud eüruz! Hag e c’hanvaz anezhan G-ad (eurusted).
12Ha Zilpa, matez Lea a c’hanaz eur mab-all da Jacob.
13Ha Lea a lavaraz: Na pegen euruz oun-me! rag ar merc’hed am galvo eüruz; abalamour da ze e c’hanvaz anezhan Asser (euruz).
14Eun dervez, Ruben o veza eat var ar meaz, e tro amzer an eost, a gavaz avalou mandragor, hag ho digassaz da Lea he vam. Ha Rachel a lavaraz da Lea; Ro d’in, me az ped, euz an avalou mandragor hen deuz kavet da vab.
15Hag hi a respontaz: N’eo ket awalc’h d’id beza lammet diganen va goaz, c’hoant ec’h euz da gaoud c’hoaz an avalou mandragor a zo d’am mab? Mad, eme Rachel, kas anezhan ganez fe-noz, gant ma roi d’in an avalou mandragor kavet gant da vab.
16D’an abardaez eta pa zeuaz Jacob divar ar meaziou, Lea a ieaz etrezeg enhan: Ganen-nie, eme-z’hi, e teui breman; rag gopreet oud ganen evit avalou mandragor va mab; ha Jacob a, gouskaz an nosvez-ze ganthi.
17Ha Doue a zelaouaz Lea, hag hi a goncevaz, hag a c’hanaz eur bempved mab da Jacob.
18Hag e lavaraz: Doue hen deuz paeet ac’ha-noun, dre ma em euz roet va matez d’am goaz; hag e c hanvaz ar c’hrouadur Issacar (gobr a zo).
19Ha Lea o veza deuet dougerez adare, a c’hanaz he c’houec’hved mab da Jacob,
20ha Lea a lavaraz: Eun donezon gaer hen deuz great Doue d’in; divar-vreman e chomo va goaz ganen, rag c’houec’h mab em euz roet d’ezhan. Hag e c’hanvaz anezhan Zabulon (choumach).
21Goude-ze e c’hanaz eur verc’h hag e c’hanvaz anezhi Dina.
22Ha Doue a deuaz sonj d’ezhan euz Rachel, ha Doue a roaz d’ezhi he goulen, hag a lakaz anezhi da veza mam.
23Dond a reaz da veza dougerez hag e c’hanaz eur mab, hag e lavaraz: Lammet hen deuz Doue ar vêz divar-noun;
24hag e c’hanvaz anezhan Joseph (Doue a laka da greski), en eur lavaret: Plijet gant Doue rei d’in eur mab-all.
25Ha pa he doe Rachel ganet Joseph, Jacob a lavaraz da Laban: Lez ac’hanoun breman da vond kuit, ma’z in d’am bro, da gavoud va zud.
26Ro dïn va gragez ha va bugale evit pere em euz zervichet ac’hanoud, ha lez ac’hanoun da vond kuit; rag gouzoud a rez pe seurt servich em euz great en da di.
27Ha Laban a respontaz d’ezhan: Plijet gand Doue em befe kavet gras dirag da zaou-lagad; rag anavezet em euz ez oun bet beniget gant an Aotrou abalamour dïd.
28Neuze e lavaraz: Gra da briz, ha me her paeo d’id.
29Ha Jacob a respontaz: Gouzoud a rez penaos em euz da zervichet, ha pegement eo cresket da loened etre va daouarn.
30Neubeud a dra ez poa pa oan deuet daved-oud; mes abaoue eo cresket meurbed da vadou, hag an Aotrou hen deuz beniget ac’hanoud abaoue m’az eo eat va zreid en da di; ha breman pegouls a labourin-me ive evit va zi va-unan?
31Ha Laban a lavaraz d’ezhan: Petra a roin-me d’id? Ha Jacob a respontaz; Ne roi netra d’in-me. Messa a rin c’hoas da anevaled hag ho diwall a rin, gant ma ri an dra-man evid’oun:
32Me a dremeno hirio e-kreiz da holl vandennou loened; lam deuz ho zouez peb aneval briz ha marellet, ken e-touez an oaned, ken e-touez ar girvi; hag ar re-ze a vezo ar beamant euz va labour.
33Ha va lealded a responto evid’oun en amzer da zoud pa zeui-te da velet ar pez a zo dleet d’in. Kement ha na vezo ket briz pe marellet e-touez va girvi, ha du e-touez an denved, a vezo bet laeret, mar bez kavet em zi euz ar seurt-se.
34Neuze Laban a lavaraz: Mad! ra vezo great evel ma leverez.
35Hag en dervez-ze memes, e tispartiaz ar bouc’hed marellet ha briz, hag au holl girvi piket ha briz, kement hag ho doa tarchou gwenn, ha kement hag a oa du e-touez an denved; hag e roaz anezhe da ziwall d’he vibien.
36Hag e lakaz tri dervez bale etre hen ha Jacob. Ha Jacob a ziwalle ar re-all euz a loened Laban.
37Neuze Jacob a gemeraz brancou glaz a beupli, a alamandez hag a blatanez, hag a reaz var-n’ezhe roudennou gwenn en eur zevel ar c’hro-c’hen da zizolo ar c’hoat.
38Hag e lakeaz dirag an denved, el laouerou, hag er poullou e-leac’h ma’z eant da eva, ar brancou hen doa kignet; hag ez eant e tomder pa deuent da eva.
39An denved a iea eta e tomder pa velent ar gwialennou, hag e roent oaned merket, marellet ha briz.
40Ha Jacob a zispartie an oaned, hag a lake an denved euz a vanden Laban dirag ar re a oa roudennet ha dirag ar re a oa du; lakaad a reaz he vandennou a-gostez, ha ne lakaz ket anezhe tost da vandennou Laban.
41Hag e c’hoarvee evel-hen: be-vech ma’z ea an danvadezed kaer ha krenv e tomder, Jacob a lake ar gwialennou dirag daou-lagad al loened el laouerou, evit ma’z ajent e tomder e-kichen ar gwialennou.
42Mes pa vije dister an danvadezed, ne lake ket ar gwialennou. Hag evel-se an oaned dister a vije da Laban, hag ar re grenv da Jacob.
43Hag an den-man a deuaz da veza pinvidic meurbed, hag hen doe bandennou braz a loened, mevelien, ha servicherezed, canvaled hag azened.