CHAB. XLV.
1Joseph ne helle mui derc’hel he zaelou dirag ar re a oa eno, ha kalz a dud a oa, setu ma criaz: Grit d’an holl mond er meaz. Ha ne chomaz deu gant Joseph, pa en em roaz da anaoud d’he vreudeur.
2Hag e savaz he vouez en eur ouela, hag an Egyptianed a glevaz anezhan, ha ti Pharaon ive.
3Ha Joseph a lavaraz d’he vreudeur: Me eo Joseph! Va zad, ha beo eo c’hoas? Mes he vreudeur n’hellent ket respont d’ezhan, gant an estlam hag ar spount o oa enhe diraz’han.
4Ha Joseph a lavaraz d’he vreudeur: Tostait eta ouz’in. Ha pa oant deuet eu he gichen, e lavaraz c’hoas: Me eo Joseph, ho preur ho poa gwerzet da vond d’an Egypt.
5Ha breman n’ho pezit ket a anken, ha n’ho pezit ket a geuz da veza gwerzet ac’hanoun da zond aman; rag evit savetei ho puez eo hen deuz Doue va digasset aman en ho raog.
6Rag setu breman daou vloaz ma ema an dienez var an douar, hag epad pemp bloaz c’hoas ne vezo na labour douar nag eost.
7Mes Doue hen deuz va digasset en ho raog, evit ober d’ehoc’h beva var an douar, hag evit savetei ho puez dre eun delivrans vraz.
8Ha breman n’e ket c’houi eo hoc’h euz va digasset aman, mes Doue eo; va lakeet hen deuz da dad da Pharaon, ha da aotrou var he holl diegez, ha da c’houarn var an Egypt pen-da-ben.
9Hastit buhan sevel da vond etrezeg va zad, ha lavarit d’ezhan: Setu petra a gemen d’id da vab Joseph: Doue hen deuz va lakeet da vestr var holl vro an Egypt; disken etrezeg en’oun, ha na zale ket.
10Hag ez i da chom e douar Gossen, hag e vezi tost d’in, te, da vugale, ba bugale da vugale, da zenved ha da ejened, ha kement a zo d’id.
11Ha me a bourveo d’id eno, rag chom a ra choas pemp bloaz kernez da dremen, gant aoun ne deufez da vervel gant ar baourentez, te ha da diegez, ha kement a zo d’id.
12Ha setu aman; gwelet a rit gant ho taou-lagad, ha Benjamin, va breur, a vel ive gant he zaou-lagad eo me a gomz ouz’hoc’h gant va genou va-unan.
13Contit eta d’am zad va holl gloar en Egypt, ha kement hoc’h euz gwelet; hag hastit buhan lakaat va zad da zisken d’am c’havoud.
14Neuze en em daolaz etre divreac’h Benjamin, he vreur, hag e ouelaz. Ha Benjamin a ouele ive etre he zivreac’h.
15Hag e pokaz d’he holl vreudeur en eur ouela. Ha goude-ze he vreudeur a reaz caoz ganthan.
16Hag ar brud a gement-se a ieaz dre di Pharaon: Breudeur Joseph a zo deuet aman. Hag an dra-ze a blijaz da Pharaon, ha d’he zervicherien.
17Pharaon a lavaraz da Joseph: Lavar d’az preudeur: Grit an dra-man: Sammit ho loened, hag it en dro da zouar Canaan;
18ha digassit ac’hane ho tad hag hoc’h holl gerent, ha deuit d’am c’havoud, ha me a roio d’ehoc’h ar gwella loden euz bro an Egypt; ha c’houi a zebro ar peb gwella a zo er vro.
19Hogen receo a rez an urz da lavaret d’ezhe: Grit an dra-man: Kemerit evid’hoc’h, euz bro an Egypt, kirri evit ho pugale vihan, hag evit ho kragez, hag e tigassoc’h ho tad, hag e teuoe’h aman.
20Ha n’ho pezit ket a geuz d’ho traou; rag ar gwella euz a holl vro an Egypt a vezo d’ehoc’h.
21Mibien Israel a reaz evel-se; ha Joseph a roaz d’ezhe kirri hervez m’hen doa gourc’he-menet Pharaon; hag e roaz d’ezhe boued evit ho beach.
22Da bep hini euz he vreudeur e roaz diou zae; ha da Venjamin pemp zae ha tri-c’hant pez arc’hant oc’h-pen.
23Kas a reaz ive d’he dad deg azen sammet gant ar pez a oa a vella en Egypt, ha deg azenez zammet gant ed, bara ha boued d’he dad epad ar veach.
24Kimiada a reaz eta diouz he vreudeur, ha pa oant o vond kuit, e lavaraz dezhe: Diwallit ne zavfe eun disput-benag etre-z’hoch en hent.
25Hag e savjont euz an Egypt, hag e teujont da vro Canaan var-zu Jacob, ho zad.
26Hag e contjont d’ezhan an traou-man, en eur lavaret: Joseph a zo beo c’hoas, ha zoken ema o c’houarn holl bro an Egypt. Mes he galon a ehomaz ien, rag ne gredaz ket anezhe.
27Hag e leverjont d’ezhan an holl gomzou hen doa lavaret Joseph d’ezhe, Hag e velaz ar c’hirri hen doa digasset Joseph evit he zougen. Ha spered Jacob, ho zad, a zihunaz.
28Hag Israel a lavaraz: Awalc’h eo kement-se; Joseph, va mab, a zo beo choas; mond a rin, hag e velin anezhan araog mervel.