CVII PSALM.
1Meulit ann Aotrou, o veza ma-z-eo mad; o veza ma-z-eo peur baduz he drugarez.
2Ra livirint se ar ré a zo bet dasprenet gand ann Aotrou, ar ré en deuz dasprenet euz a zourn ann ene-bour.
3Hag en deuz das-tumet euz ar broadou, euz ar saoheol, hageuz ar c’huz-heol, euz ann hanter-noz hag euz ar c’hresteiz.
4Kildroet ho deuz enn distro, e lec’hiou pell dioc’h ann dud, ha n’ho deuz ket ka-vét gear da choum.
5Naoun ha sec’hed ho deuz bet, ho ené a zo deut e fallaen.
6Neuzé ho deuz kriet etrezeg anu Aotrou enn ho enkrez; hag hen en deuz ho zennet euz ho foaniou.
7Hag hen en deuz ho digaset enn hent eeun, evit ma-z-ajent da eur gear da choum.
8Ra veulint ann Aotrou evit he dru-garez; hag ar burzou-dou en deuz great e kenver bugalé ann dud.
9Rag roet en deuz he gwalc’h d’ann ené a oa goullo; ha roet en deuz a vadou d’ann ené en doa naoun.
10Ar ré azezet enn devalien, hag e skeud ar maro; eréet enn enkrez hag er chaden-nou houam.
11O veza ma oant en em zispac’het out ger ann Aotrou, ha m’hô doa disprizet ku-zul ann Uc’hel meur-bed.
12Izeleet en deuz hô c’haloun gant al labour; dinerzet int bet, ha ne voa den evit rei skoaz d’ezho.
13Neuze ho deuz kriet etrezeg ann Aotrou enn ho enkrez: hag hen en deuz hô zennet euz ho poaniou.
14Ho lammet en deuz euz ann devalien, hag euz a skeud ar maro; hag ho ereou en deuz torret.
15Ra veulint ann Aotrou abalamour d’he drugarez, hag ar burzudou en deuz great é-kenver bngalé ann dud.
16Rak torret en deuz ar persier arem; hag ar sparlou houarn en deuz brevet.
17Ar ré ziskiant a zo enkrezet evit ho direisiou, hag ho fallagriez.
18Ho ené en deuz kaseet peb boed; ha tost e voant da bersiar ar maro.
19Neuzé ho deuz kriet etrezeg ann Aotrou enn ho enkrez; hag hen en deuz ho zennet euz ho foaniou.
20Kaset en deuz he c’her, hag en deuz ho iac’heet, hag en deuz ho zennet euz ar maro.
21Ra veulint ann Aotrou abalamour d’hé drugarez, ha d’ar burzudou en deuz great e-kenver bugalé ann dud.
22Ra gennigint d’ezhan eur sakrifiz a veu-lcudi; ha ra emban-nint he oberiou gant triderez.
23Ar re a ziskenn war vor el listri, hag a labour e-kreiz ann doureier braz;
24Ar ré ze a wel oberiou ann Aotrou, hag he vurzudou er c’houn douniou.
25Gourc’hemenet en deuz, hag eunn avel amé a zo savet, ha koummou ar mor a zo savet.
26Hi a biné beteg ann env; hag a zis-kenné beteg ar choun-douniou; ho ené a fate gant kemend a boan.
27Hi a zo nec’het ha strafilet evel eunn den mezo, hag ho holl fumez a zo eat da goll.
28Neuzé ho deuz kriet etrezeg ann Ao-trou enn ho enkrez; hag hen en deuz ho zennet euz ho foaniou.
29Ann amé en deuz lekeat eunn aezen; a koummou ar mor a zo deut sioul.
30En em laoueneet int o veza ma voant siouleet; hag hen ho c’haz d’ar porz ma fell dezho mont.
31Ra veulint ann Aotrou abalamour d’he drugarez, ha d’ar burzudou en deuz great e kenver bugalé ann dud.
32Ra enorint anez-han e strollad ar bobl; ra veulint anezhan el leac’h ma eo azezet ann henaoured.
33Trei a ra ar steriou enn eunn distro; hag al lec’hiou dourek e douar seach;
34Ann douar frouezuz enn eunn douar difrouez, evit fallagriez ar re a voa o choum eno.
35Lakeat en deuz ann distro lennou dour: hag ann douar dizour e doureier red.
36Ha di e tigas ar ré naounek, hag hi a zavas eur gear eno evit choum ebarz:
37Hag hi a hadaz er mesiou, hag a blantaz gwini ho deuz douget ho frouez.
38Hag hen a vennigaz anezho, hag ho lakaaz da greski kaer; hagho loened a lekeaz ive da greski.
39Hogen goude ze int digresket hag en-krezet, gant kalz a boaniou hag a glen-vejou.
40Ann dispriz a zo kouezet war ar brin-sed, hag e lekeaz a-nezho da vont ha da zont er distro, el lec’hiou hep hent
41Tennet en deuz ar paour euz he zie-nez; ha kresket en deuz niver he vugalé evelann denved.
42Ann dud léal a welo kemeut-se, hag en em laouenai; hag ar ré fallagr a zero ho genou.
43Piou a zo fur hag a zalc’h-mad d’ann traou-ze? ar re ze a boello trugarez ann Aotrou enn ho-spered.