CXLVII PSALM.
1Meulit ann Aotrou: rak mad eo kana meu-leudiou d’hon Doué; eunn dra gaer eo, hag ar veuleudi a zo dleet d’ezhan.
2Ann Aotrou eo a zav Ieruzalem; hen eo a zastumo bugale Israel a zo skinet.
3Hen eo a iac’ha ar ré a zo brevet ho c’haloun.
4Hen eo a c’hoar niver ar stered; hag a c’halv pep hini anezho dré he hano.
5Braz eo ann Ao-trou, ha braz he nerz; ha divent eo he furnez.
6Ann Aotrou a zi-fenn ar ré gûn; hogen diskar a ra ar bec’he-rien ken izel hag ann douar.
7Kanit pep-eil d’ann Aotrou oc’h he veuli-kaer; kanit d’hon Doué war ann delen.
8Hen eo a c’holo ann env a c’hoabr; hag a aoz ar glao evid ann douar; hen eo a laka da zevel ar foenn war ar menesiou.
9Hen eo a ro d’al loened ar boed a zo mad d’ezho, ha d’ar brini bihan a c’hri etrezeg enn-han.
10Né fell ket d’ez-han nerz ar marc’h: na ne gar ket ann den a zo he skor he zives-ker d’ezhan.
11Hetuz eo d’ann Aotrou ar ré a zouj anezhan, hag ar ré a laka he fisians enn-han.
12Ieruzalem meul ann Aotrou, Sion meul da Zoué.
13O veza ma en deuz kreveet prennou da zoriou; ha ma eu deuz benniget ar vu-galé a zo enn-od.
14Hen eo en deuz lekeat ar peoc’h beté da harzou, hag a ro d’id da wal’ch euz a flour gwiniz.
15Hen eo a gas he c’hourc’hemen dré ann douar, he c’her a red buan.
16Hen eo a ro erc’h evel gloan; reo gwen a damoez evel ludu.
17Hen eo a gâs he skoum evel tammou-igou; piou a hello her-zel dirag he ienen?
18Kas a ra he c’her, hag e teuz anezho; he avel a c’houez hag ann doureier a red.
19Hen a ro da ana-out he c’her da Iakob; he gelennou hag he vamedigezou da Israel.
20N’en deuz ket great eunn hevelep tra e kenver ann holl vroadou; ha n’en deuz ket roet da anaout d’ezho hé varnedige-zou. Alleluia.